Kousket en ur wezenn
Un nozvezh digustum, gant ar pried pe gant ar familh, e-barzh ul lochenn m’en he c’hlud pevar metrad diouzh al leur. Ha kement-mañ e-barzh ur wezenn-derv dibar e kreizig-kreiz Breselien, e Breizh.

Ho chomadenn e-barzh lochenn Breselien
4 den d’ar muiañ tout
Dijuni
à partir de
100€ /Nozvezh
E-touez al laboused hag ar gannerezed-noz, tremenit un nozvezh dibar (en hañv pe er goañv). C’hwi ho po un tañva eus aergelc’h hud Breselien !
Nozvezh digustum, gant ar pried pe gant ar familh

En he c’hlud emañ al lochenn pevar metrad diouzh al leur. Pignet e vez betek enni gant an diri. Eeun ha suraet eo eñ. Jaoj a ra gwell d’ar familhoù (gant bugale adal 2 vloaz). Enni e c’hell an nen kaout un santimant da vezañ war an uhel ha bezañ suraet da vat war un dro.
An nozvezh hag an dijuni a ya d’ober ar pourchas. Ur panerad a draoù lipous a vo servijet deoc’h e-harz ar wezenn d’ar mintin. Deoc’h d’he hisañ war-bouez ur gordenn !
Diouzh reolennoù an ekologiezh eo bet savet al lochenn. Enni n’eus na dour na tredan, da skouer. Nebaon tudoù ! Ur sal dour a zo e-harz ar wezenn.
Ar pezh a zo ’barzh pe tro-dro :
- 1 savenn ziavaez
- 1 gwele doubl
- 1 gwele uhel evit ar vugale
- 1 gweleig all
- Privezioù sec’h
- 1 tirolianenn evit ar vugale
Degemer mat d’ar c’hezeg !
E-barzh ur domani prevez a 4 hektar emañ al lochenn. Moaien zo deomp da zegemer ho kezeg. Ur prad a zo evit lakaat anezhe da beuriñ pe ul loch evit ma c’hellfent diskuizhañ trankilik. Mod-se e vo moaien dezhe ivez da gaout un tañva eus foen hud Breselien !